PITIDIKO... NEVESAET

GERIADUR HEMON-HUON (2005)

 

 DIGORADUR

 Roparz Hemon eo ar stourmer en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en XXvet kantved ha, war un dro, ar skrivagner en deus skrivet ar muiañ ivez. E-touesk e embannadurioù e kaver ar geriadur divyezhek, adembannet alies hag an hini an implijetañ.

Abaoe pell e soñjemp, Albert Boché ha me, e vefe mat adwelout ha nevesaat anezhañ, peurgetket e-keñver an implijoù a-vremañ. Kroget hon oa e 2009da genlabourat an daou, dre bellgomz, diwar-benn lodenn brezhoneg-galleg an embannadur 2005, kempennet ma oa bet al lodenn all gant Ronan Huon. Kalzig a draoù a vefe da welaat ennañ. Da skwer, gerioù zo a vez roet an troidigezhioù e galleg en un doare forc’hellek, a c’hell touellañ an nevez brezhonegerien. Ur skwer all: n’o dez ket atav ar gerioù an hevelep ster eus tu ar brezhoneg hag eus hini ar galleg…

Ne oamp ket aet gwall bell gant hor studiadenn: 34 fajenn kempennet hepken. Neuze em eus soñjet kinnig da izili kevrenn Skol-Uhel Ar Vro "Yezh ha Yezhoniezh" kenderc’hel gant al labour-se evit mont fonnusoc’h. Ar vodadeg kentañ zo bet dalc’het d’ar 6 a viz C’hwevrer 2010.

Ar pal a oa studiañ ar gerioù, en un doare pleustrek: resisaat ster gerioù zo ; gwelaat a-wechoù skrivadur lod anezho (hep cheñch an doare-skrivañ) ; ouzhpennañ skwerioù pa vez ezhomm, hag ivez un nebeud gerioù talvoudus ; lakat da glotañ tu ar brezhoneg gant tu ar galleg… Lod eus ar gevrenn o deus kinniget ivez lemel kuit "gerioù re gozh"…

Un dek den bennak o doa kemeret perzh el labour-se, e penn kentañ atav, rak, buannik a-walc’h, hon oa en em gavet pevar pe pemp er bodadegoù. Kinniget em boa ivez da dud zo kenlabourat dre ar genrouedad, hep kaout ar respontoù gortozet. Neuze e kendalc’homp gant hol labour manac’h, ur wech ar miz e sez Skol-Uhel Ar Vro, e Gwened.

Kavet e vo hor c’hinnigoù amañ war-lerc’h. Pep hini a c’hello ober e vad anezho. Tudual Huon en doa lâret din e vefe bet dedennet gant hol labour ha lod eus hor c’hinnigoù d’an nebeutañ a c’hello bezañ enlaket en adembannadurioù da zont. Ul labour talvoudus eo neuze, war verr pe hir termen.

Tugdual Kalvez

 

Ce site (lec’had m.) est le fruit du travail de la section de Langue et Linguistique de l’Institut Culturel de Bretagne, étude commencée en 2010. Il présente (avec humilité) des propositions visant à moderniser l’édition de 2005 du dictionnaire de Roparz Hemon, voire à le compléter et à systématiser les traductions de la partie breton-français, en tenant compte des recherches poursuivies depuis sa conception. Il se veut aussi un hommage à son auteur pour l’œuvre immense qu’il a réalisée en faveur de la langue bretonne, que nous nous contentons de prolonger.

 

 

 

 

 

 

Aucun élément à afficher

Date de dernière mise à jour : mercredi, 19 octobre 2016

Créer un site gratuit avec e-monsite - Signaler un contenu illicite sur ce site